• BLOAVEZ MAT ! YEC'HED MAT ! JOA HA BERZH !

    DALC'HOMP !

    bzh.gif

    Pa oan gwechall en arme

    Paotred Pariz ouzh va selaoù

    A daole warnon gwall zelloù:

    " Ma talc'hes da gomz Brezhoneg,

    Ni ya da c'hwriat dit da veg..."

     

    War an hent houarn 'm eus gwelet

    Bourc'hizien n'anavezen ket

    O kounnari hag o laret:

    "- Ma talc'hes da gomz Brezhoneg,

    Ni ya da c'hwriat dit da veg..."

     

    Bemdez pa 'z an da labourat

    Em gwazied e verv ar gwad

    Pa lar ar gall 'vit va goapaat:

    " Ma talc'hes da gomz Brezhoneg,

    Ni ya da c'hwriat dit da veg..."

     

    Tevit gant ho trouz Gallaoued

    Piv a zo kreñv a-warlc'h er bed

    Da stankañ beg ar Vretoned:

    "- Tankerru tre ma tigoro

    Brezhonneg mat a zivizo"

     

    Hiziv warc'hoaz evel gwec'hall

    Ni zalc'ho start daoust d'an dud fall

    Biken Breiz-Izel ne vo Gall:

    Tre ma yudo ar mor wardro

    Lavar Arvor ni her miro.

     

    An Diaoul biskoaz n'en deus gellet

    Deskin yezh kozh ar Vretoned

    Kalz re bounner eo e spered!

    Aezoc'h  aze vo d'eomp herzel

    Ouzh ar skilfoù hag e gerniel

    BOUGIE~1 Skrivet gant J. Lemaréchal (aozer "Kousk Breiz-Izel" ivez),

    Embanned e 1926

    Pennorin: "Ma 'm bije bet kreion" gant Bernard Lasbleiz.

    « FEST NOZ de l'association des BRETONS du MANS 2012Traduction... »

  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :